Paris (mab Priamos)

Ur pennad Paris zo ivez.
Paris gant e c'hoaf. Gallout a reer e anavezout a-drugarez d'e voned frigian ha d'e heuzigoù, krater kloc'h gant liver Stockholm 1999 (?), war-dro 380-370 kent J.-K., Mirdi al Louvre.
Barnedigezh Menez Ida, marelladur savet war al leur, war-dro 110-150, villa an Atrium, Antiokeia.

Paris (Πάρις e gregach) a oa mab da Briamos, roue Troia, ha da Hekabe, e mojennoù Hellaz kozh. Eñ an hini a voe pennkaoz d'ar brezel a voe graet da Droia.

Anvet eo ivez Aleksandros, diwar ar ger gregach Αλέξανδρος, Aléxandros, « gwarezour gwazed». Brudet eo abalamour ma'z eo gantañ e voe skrapet Elena, a voe pennkaoz da Vrezel Troia met perzh a gemer e meur a vojenn gozh all.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search